BREZHONEG ER GÊR
1
Ar brezhoneg zo deut Dimp dreist ar c’hantvedoù
A rummad da rummad Da vetek hon amzer.
Bevañ ‘rae ‘n ur dremen A c’henoù da c’henoù
Gant an dud a gomze Brezhoneg er gêr
2
Enor da Ziwan ha D’ar c’hlasoù divyezhek
Distruj hon yezh gwechall ‘oa labour ar skolaer
Gant ar vezh hag ar vazh eo bet desket ar galleg
Da vugale a gomze Brezhoneg er gêr
3
Dalc’het hon yezh e-maez Al lezenn, ar skolioù
Atav ‘vez diraki Enebourien daer,
Ministred, rektored ‘Ra fae war hon gwirioù
Petra ‘chom ganeomp ken ‘Met brezhoneg er gêr
4
E-barzh boest ar skinwel Ne gaver ‘met bruzun
Da Yannig kar-e-yezh Ar peuriñ a zo berr
Ur vezh eo ‘n aluzen Hantereur ar sizhun,
Ne vije ket gwall dra Hep brezhoneg er gêr
5
Savet eo ar son-mañ Da ganañ meuleudi
D’an tadoù ha mammoù Da bep brezhoneger
Ha ma vije brezhoneg Er skingomz en hon ti
Eo a-unan e kanfemp / e brezhoneg er gêr.
Evit ar re chañsus a glev brezhoneg e skingomz ar gêr:
Ha ma klevit ma son er skingomz en ho ti
Kanomp a-unan neuze E brezhoneg er gêr.
BREZHONEG ER GÊR 1 Ar

pegen brav !
ur blijadur eo ober un dro war al lec'hienn !
kalon vat d'an holl !
jeannine