Prenet e vez ar c’hilometroù Redadeg gant an dougerien. Ar gounidoù bet graet a vo profet evit an hanter da rouedad ar skolioù Diwan, lidet ganti he 30 vloaz warlene e 2008, hag hi luskerez ar Redadeg kentañ. Treuzkas ar yezh an deiz a hiziv a vez graet dreist-holl a-drugarez d’ar skolioù. Rouedad Diwan, evit kelenn ar brezhoneg dre soubidigezh er skolioù a zo enni 3 200 bugel adalek ar skol-vamm ha betek ar vachelouriezh. Bep bloaz e vez digoret skolioù nevez. Harp eo rouedad ar skolioù-se, skolioù kevredigezhel, lik ha digoust, war he skoazellerien unan hag unan, ha war skoaziadoù deuet a-berzh strollegezhioù, ha dre vras war ar gevredigezh.
An eil hanter a vo profet da raktresoù a yelo a-du gant implij ar yezh er vuhez foran, a gaso ar brezhoneg war-raok er mediaoù nevez, pe a roio tu d’ar vrezhonegerien ober gant o yezh.
Ur galv a oa bet graet d’ar c’hevredigezhioù, 22 anezho o doa respontet, ha kinniget gante raktresoù liesseurt : media, sport, sevenadur, bugaleaj...
Ur « C’huzul ar re fur » a zo bet savet, ennañ tud anaoudek eus ar bed sevenadurel pe arzel, pe eus ar c’helenn. Distag hag emren eo ar bodad-mañ eus ar Redadeg, gwareziñ neptuegezh an dibab-raktresoù a ra, ha gantañ e vo ingalet ar gounidoù.
Setu ar raktresoù dibabet a-raok Redadeg 2010 gant Kuzul ar Re Fur :

Pevar radio kevredigezhel e brezhoneg a ya d'ober ur rouedad abaoe miz Even 2007 hag ingal e kenlabouront : Radio Kreiz Breizh (staliet e Sant-Nigouden, 22), Radio Bro Gwened (Pondi, 56), Radio Kerne (Ploneiz, 29) hag Arvorig FM (Landerne, 29).
Ar rouedad-mañ zo e bal diorren an eskemm abadennoù, broudañ da genproduiñ evit pinvidikaat ha liessaat kaelioù ar programoù e brezhoneg, lakaat labour ar radioioù ezel da vezañ anavezet gwelloc’h ha diorren ar binvioù skignañ.
Ar gwagennoù hertzian ne vo ket tu d’ar radioioù ober hepte evit tizhout o selaouerien, kaer eo gouiet. Met ar pevar radio ne vez ket roet trawalc’h a frekañsoù dezhe gant ar CSA evit skignañ ken pell ha ma karfent ober, ha ma vefe ret dezhe ober. Skignañ dre Internet n’eo ket kenkoulz, marteze, met gantañ e c’hell an abadennoù arru betek kement selaouer a zo war ar voul-douar, ha kement-mañ evit ur priz dister a-walc’h. Brasaat niver ar selaouerien war Internet : sed aze ar raktres a vo moaien kas da benn vat gant sikour arc'hant Redadeg 2010.
Ar media-mañ a zo implijet gwerso gant ar radioioù : a-c’houde 2004 e vezont skignet war ar c’henrouedad, a-drugarez d’ar sikour roet dezhe war an dachenn deknik gant ar gevredigezh Stalig.
Betek bremañ, ne vez skignet nemet “neudenn radio” pep stasion, war-eeun (nemet lod a abadennoù tematek Radio Kerne, hag a zo skignet e mod streaming war lec’hienn An Tour Tan).
Gant sikour arc’hant ar Redadeg e vo kenderc’hel da skignañ “neudennoù radio” ar peder chadenn war Stalig ha ivez tennañ splet kement ha ma vo tu eus Internet, en ur lakaat enlinenn abadennoù war zeren. Ur pal doubl a zo : da gentañ, kinnig d’ar selaouerien war Internet ur sistem podcast (engargañ abadennoù), ha da eil, krouiñ ur gwir web-radio ha reiñ an tu d’ar selaouerien da sevel o frogrammoù radio dezhe o-unan.

Berr-ha-berr, pevar fal a zo d’ar raktres-mañ a vo kaset a-rouedad :
Ar rouedad radioioù "Brudañ ha skignañ"
Abaoe ouzhpenn 60 vloaz e stourm tud Al Liamm da reiñ brezhoneg da lenn.
Skrivagnerien liesseurt ha donezonet-kaer ho peus dizoloet, pe addizoloet, a-drugarez d’Al Liamm : Youenn Drezen, Roparz Hemon, Anjela Duval, Yann Gerven, Ronan Huon, Youenn Gwernig, Fulup Oillo, Goulc’han Kervella, Yann Bijer, Herve ar Gall,…
Ha ma’z afemp pelloc’h ha reiñ deoc’h brezhoneg da lenn… ha da glevet ? Fellout a ra deomp embann levrioù da selaou. Levrioù n’afent ket e plas al levrioù paper met da heul al levrioù paper. Levrioù savet brav gant sonerezh, trouzioù hag a bep seurt mouezhioù, kement ha reiñ digarez deoc’h da glevet a bep seurt brezhonegoù.
« Evit piv ? »... emezit-hu !
Mil drugarez evit ho sikour !!!

Komite gouren Aodoù-an-Arvor a zo kustum da aozañ stajoù, tournamantoù ha stummadurioù evit diorren ar gouren en departamant. Eizh skol gouren a oa e 2009 ha 350 den lisañsiet enne. Gopret eo daou zen, abaoe miz Gouere 2009, evit ober war-dro ul lodenn vat eus al labour-mañ.
E Breizh ez eus tri den ouzhpenn e Penn-ar-Bed, unan er Mor-bihan hag unan all en Il-ha-Gwilen. Ar pezh a ra ur skipailh 7 den a-vicher etre tout evit ober war-dro ur 1500 lisañsiad bennak dasparzhet e 40 skol gouren.
Pa eo tomm tost holl an dud-se hag an tri c’hard eus o familh pe vignoned ouzh sevenadurezh Breizh hag he yezh, un dregantad bihan hepken a zo gouest d’ober gant ar brezhoneg. D’afer-se zo kalzig a vrezhoneg tro-dro d’ar sport-mañ en un doare naturel, dre ma eo ur sport breizhat da vat, met n’eo ket nemet gerioù zo. Pouezus eo mirout un darn eus ar c’hourenerien a oar ober gant ar gerioù-se hag a zo sañset kompren aezetoc’h o skiant.
Ouzhpenn da se, kas a ra ar skipailh tud a-vicher ul labour ingal e skolioù ar c'hentañ hag an eil derez eus ar vro ha merzet eo bet e oa ul lodenn vihan dioute o vezañ skolioù divyezhek. Goulenn a ra ar gelennerien hag ar skolaerien an hentennoù-se ober traoù liesseurt en brezhoneg gant o bugale ha n’eo ket evit displij d’ar-se !
Skipailh kuzul merañ ar c'homite en deus graet e soñj mont pelloc’h war an hent-se en ur ginnig stajoù gouren e brezhoneg penn-da-benn war ur sizhunvezh pe nebeutoc’h da vare ar vakañsoù. Setu perak hon eus soñjet sevel traoù evit ar vugale yaouank da gentañ tout.
Evit lañsañ al luskad eo bet raktreset sevel ur c’hamp vakañsiñ e miz Ebrel 2010 (eus ar Sul 11-04 d’ar Sadorn 17-04) digor d’ar re oadet etre 8 ha 13 vloaz ha pa vefe tud a bleustr en ur skol gouren eus ar vro, bugale o dije dizoloet ar sport en ul lec’h all pe o defe c’hoant kregiñ ganti.

E-pad ar sizhun-mañ e vefe labouret war an diazezoù, an embregerezh korf, ar c'hrogadoù ha kemment-mañ dre ar c'hoari evel just !
Estreget sport vo graet peogwir e vo studiet istor koshañ ha tostañ ar gouren gant Armel, ar gourenoù hengounel dre ar bed, un nebeud kanaouennoù ha filmoù diwar-benn ar gouren ha mard eo posupl eskemm gant gourenerien gozh.
Dalc’het e vo ar c’hamp kentañ e kreizenn Studi-ha-Dudi (Plijidi - 22). Ul lec’h brav a zo savadurioù a-ratre ennañ evit degemer ac’hanomp. Neudenn ruz ar sizhun a vo ar gouren met oberiantizoù all a vo evit lakaat ar vugale d'ober sportoù all, da zizoleiñ ar vro hag an endro brezhoneger eus Plijidi hag all.
Kinnig stajoù gouren en brezhoneg, evit ar vugale da gentañ hag evit an holl liveoù a-benn un nebeut bloavezhioù.
Kinniget e vo ur sizhunvezh vakañsoù d’ar vugale 8-13 vloaz evit dizoleiñ ha donaat bed ar gouren e-kerzh vakañsoù Ebrel 2010 Sul 11-04 / Sadorn 17-04.
Lakaet ’vo ar c’horf da labourat war ar soublidigezh, ar c’hempouez hag an digempouez, an doareoù da verañ e endro teirmentek ha da implijout e nerzh...
Evel just graet e vo Gouren evit deskiñ pe gwellat pegadennoù ha krogoù zo, taolioù kaer ha krogadoù etrezomp evit gouzout penaos reiñ lamm hep trubarderezh na taol fall ebet...
Klasket e vo ivez kompren Istor ar Gouren en ur vont da virdi ar gourenoù e Benac’h, en ur sellet filmoù hag en ur eskemm gant gourenerien gozh...
Neudenn ruz ar sizhun a vo ar gouren met oberiantizoù all a vo evit lakaat ar vugale d'ober sportoù all, da zizoleiñ ar vro hag an endro brezhoneger eus Plijidi hag all.
Doujet e vo eus an didoueziañ a fed boued met ivez pa vo graet oberiantizoù all gant an animatourien,
Aozet e vo beilhadegoù asambles en ur zoujañ ali an holl,
Renkañ an dafar, kempenn, staliañ distaliañ...
Keleier
Ur stag e brezhonneg eus an 11 d'ar 17 a viz Ebrel

« Ar buhezour natur » er c'hoadoù hag er c'harzhaoueg.
C’hoant hon eus sevel ur valizenn bedagogel war ar buheziñ natur e brezhoneg :
Evit klokaat an abadennoù-buheziñ e brezhoneg en ur lakaat ar pouez war al loened, ar plant hag an obererezhioù a c’heller kas da benn er c’hoadoù hag er c’harzhaoueg.
Pal pennañ : Kemer perzh e diorren ar buheziñ natur hag an deskadurezh diwar-benn an endro e brezhoneg.
Diwar implij ar valizenn, bezañ gouest da :
| Evit mont war an dachenn | Evit labour prientiñ an implijerien | Levrioù ha dafar | |
| AR PLANT | 30 fichenn vras plant gant un dresadenn liv, o broñsoù... Rontoù koad liesseurt | Renkell 30 fichenn bedagogel | Levr TES : c’hoarielloù gwechall |
| AL LOENED | 30 fichenn vras loened gant un dresadenn liv | Renkell 30 fichenn bedagogel | Levrioù laboused, kontadennoù Hipolenn, Kanaouennoù, Levr lennadurezh.... |
| AN OBEREREZHIOU | Skouerioù fetis : | Renkell 30 fichenn bedagogel | Dafar pleustrek (da adnevesaat bep a vare) : kordenn, mouchouerioù-daoulagad, c’hwitelloù, gouloù-koar, kreionoù pastel... |
E div lodenn e vez dispartiet an danvez er valizenn-mañ :
Savet e vo ul levrlennadurezh eus an oustilhoù pe levrioù a zo bet embannet dija war an temoù-se e brezhoneg (ur fichenn)
Strollad Ar Vro Bagan : ouzhpenn 40 vloaz a skiant-prenet…
Krouet eo bet ar gevredigezh Ar Vro Bagan e 1965, savet gant un nebeut tud yaouank deus Plouneour-Treaz ha deus ar vro Bagan. Dont a rae an dud evit an dañs round da gentañ met muioc’h a lañs zo bet da c’houde miz Mae 1968 ha fellout a rae da dud Oaled Ar Vro Bagan « bevañ ha labourat er vro » ha klask reiñ ton da sevenadur ar vro, na petra ‘ta !
Hirio an deiz e fell deomp sevel pezhioù-c’hoari e brezhoneg, reiñ lañs da sevenadur ar vro dre ar c’hoariva, aozañ stalioù c’hoariva er skolioù, e tiez ar re gozh, en ospitalioù... ha mont da c’hoari ’lec’h m’emañ an dud ha n’eo ket gedal anezho eo : war ar maez, war an aod, er parrezioù bihan hag er c’hêrioù bras, e Breizh a-bezh ha pelloc’h c’hoazh...
Bep bloaz e vez krouet pezhioù-c’hoari nevez gant un 200 aktour, 5 den a-vicher gopret gant ar gevredigezh hag un toullad aktourien ha teknikourien « krog-diskrog » ouzhpenn.
Sevel a reomp pezhioù-c’hoari diwar sevenadur ar vro hag ar broioù keltiek all. Pezhioù bras pe bezhioù bihan a reomp ma vo aozet sonerezh, trouzioù, skritelloù, dilhad, kinkladurioù a-betepas kaer,...
...Da vagañ ur raktres nevez !
Betek-henn n’eus ket bet savet pezhioù-c’hoari brezhoneg evit ar skolajidi hag al liseidi.
Hor soñj eo sevel ur pezh a-ratozh evito !
Ur pezh brezhoneg a c’hellfemp disklêriañ war an amzer skol el lec’h m’emañ ar skolajidi hag al liseidi o teskiñ. Ur pezh-c’hoari diwar-benn Istor Breizh dre gontañ istor fentus ha skrijus ur soudard kozh deuet en dro eus ar Broioù tomm – Troadig Kamm – o pourmen e Breizh, a dreuz an istor hag ar mojennoù. Un doare all da welet Istor Breizh.
Ur pezh-c’hoari e brezhoneg evit ar grennarded ‘ta :
Studi ha Dudi a zo ur gevredigezh eus Plijidi evit kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Bro Dreger ha sevel stajoù ha dudioù eno e-pad ar vakañsoù-skol hag an dibennoù-sizhun (stajoù brezhoneg, kan, dañs pe sonerezh, kampoù…).
Diwar ar skiant prenet a zo ganeomp (Studi ha Dudi hag an UBAPAR) evit aozañ ha kas war-raok kreizennoù vakañsoù evit ar vugale hag ivez evit sevel stajoù brezhoneg evit an dud deuet, eo deuet neuze ar soñj ganeomp krouiñ ur wir greizenn vakañsoù gouestlet d’ar grennarded a fell dezho mont war-raok gant ar brezhoneg :
3 live brezhoneg ‘vo degemeret : A1, A2, B1 (hervez “Portfolio Europa ar Yezhoù”), da lârout eo adalek krennarded gant un live diazez (live A1 : 1 bloavezh-skol pe div gant an hentennoù divyezhek) betek krennarded gouest d’en em dibab mat a-walc’h gant ar yezh (live B1 : krennarded o dije graet da skouer toud o c’hentañ derez en hentennoù divyezhek).
Skipailh kelennerien ha buhezourien : 5 den (3 buhezour-kelenner stummet war an hentenn Oulpan en o zouez) gant an diplomoù evit ober war-dro ur greizenn vakañsoù, da lârout eo ar DARE/BAFD evit ar rener(ez) hag an DABU/BAFA evit ar vuhezourien.
Ar staj-mañ a vo diskleriet d’an DDJS evel ma vez graet ganeomp evit ar greizennoù vakañsoù all.