• Brezhoneg
  • Français

An Hent

Kêrioù war an hent hag eurioù tremen

Penaos prenañ ur c’hilometrad Redadeg pe meur a hini dre internet ?

  1. Kit war al liammoù war an tresoù "Google Map" evit gwelet an hentad resis km ha km.

  2. Tachoù-meud a ziskouezo deoc’h lec’h resis ar c’hilometradoù. Pep km a zo niverennet.

    •    Tachoù-meud gwer : km dieub
    •    Tachoù-meud melen : km dalc’het (e-pad ur miz d’ar muiañ, betek miz Ebrel)
    •    Tachoù-meud ruz : km prenet da vat
    •    Tachoù-meud mouk : km ispisial (gwelet gant an aozadur)
  3. Evit prenañ ur c’hilometrad pe meur a hini, e ranker kas niverenn ar c’hilometrad da chomlec’h postell an den karget eus rann ar gwerzhañ (a-us er c'horn kleiz), pe dre bgz pe c'hoazh dre lizher. Dalc’het e vo neuze ar c’hilometrad(où) (tach-meud melen).

  4. Goulennet e vo ganeoc’h kas arc’hant ar c’hilometrad(où) dre lizher (chekenn hepken) pe war-eeun.

    • Evit gouzout priz ar c’hilometrad pe kaout ar follenn prenañ e ranker mont war lec’hienn Ar Redadeg. Klikit amañ

    • Pa vo resevet arc’hant ar c’hilometrad e vo lakaet an tach-meud e ruz !

    Ken ar c'hentañ war hentoù ar Vro !